Salut dit,
Prest on da sikour ac'hanout da vont war-raok gant ar brezhoneg, ha da gentañ tout, 'h an da zifaziañ al lizher 'peus kaset din.
"Dimat ! Evel te Breton a on, met ne me a 'mes ket gallet ar brezhoneg pa yaouank a oan."
Demat ! Eveldout on Breton, met n'am eus ket gallet (pe gellet) deskiñ brezhoneg pa oan yaouank.
"Mes kreget o studiañ yezh-hont abaoe nebeud."
Kroget on da studiañ hor yezh n'eus ket pell zo.
"Me a felle goulenn dit da difaziañ kannad-hont(kalz fazoù sur awalc'h zo) evit ma araokadenn en brezhoneg."
Fellout a rae din (pe "me em boa c'hoant"
goulenn diganit da zifaziañ ac'hanon ('ma ket komprenet petra 'poa c'hoant lâret gant "kannad-hont"
(Kalz fazioù zo sur a-walc'h) evit ma yafen war-raok gant ar brezhoneg.
Sed aze difaziet an destenn vihan 'peus kaset din. Me zo o vont da zisplegañ dit un nebeut reolennoù a sikouro ac'hanout.
Da gentañ eo ret dit kompren e teu ar verb displeget (conjugué) bepred en eil plas. N'az peus ken nemet ober ur sell war ar frazennoù am boa skrivet.
Met ne rez ket bil, komprenet 'meus pezh 'peus skrivet mat a-walc'h.
Benn ar wech all.