Мова, якою перекладати: Бретонська
Er bed-mañ zo pephini c'hoant bras dezhañ ar sklaerañ tra
Evel just eo nobl ar sonjenn ha reiñ nerzh d'hom c'hoantoù a ra
Sklaerañ tra er garantez, skalerañ tra er vuhez
Wechoù zo sav-hi siwazh n'eo ket feal neuze
Mes ar sklaerañ tra hep he far en arvar ar mareoù
Zo bet merañ didrouz familh ti madoù
Diglemm hep ober teil bepred o vousc'hoarzin
Mes pell emaout Yann fenoz an deiz
Ha pa vez euzhus poan da disparti
Chom a ri hom mignon da-viken
E-giz un ael bepred en hom c'hostez, keno dit !
Da vignon Loig a c'houzañv mes goûd a ra emaout aze !